Peseurt doare roudoù a c'haller kavout ?⚓
N’eus nemet sellet tro-dro deomp evit gwelet roudoù eus an Eil Brezel-bed.
Pep hini anezho a c’hall bezañ un digarez da gas un enklask da benn. Deomp dezhi !
MONUMANTOÙ AR RE VARV⚓
E pep kumun e kaver unan. War bep hini anezho e kaver anvioù ar soudarded bet lazhet e-pad ar brezelioù (14-18 ; 39-45 ; Indez-Sina…). Evit an Eil Brezel-bed e kaver anvioù rezistanted ivez. Gallout a rit renabliñ o anvioù ha kas un enklask da benn war un den resis pe meur a hini.

PLAKENNOÙ KOUN ER BEREDOÙ⚓
Familhoù zo o deus bet c’hoant da sevel ur blakenn e koun unan eus o re bet lazhet e-pad ar brezel. Alies e kavoc’h an anv-se war monumant ar re varv ivez. Resisadurioù zo evit stagañ gant an enklask : anv an den (Jean-Louis Le Lann), un anv all da glask (Emile Deschamps), un deiziad (« 04 a viz Even 1940 »).
BEZIOÙ BREZEL⚓
Ingal e kaver bezioù brezel soudarded ar c’h/Commonwealth e beredoù Breizh. En o zouez e kaver Saozon, Aostralianed, Kanadianed... met ivez soudarded eus meur a vro all hag a oa en arme Breizh-Veur e-pad ar brezel (Poloniz, Tcheked...). A-wechoù e kaver beredoù brezel ivez evel er Baol-Skoubleg (44). Ne gavoc’h ket soudarded amerikan avat : bodet e oant bet e beredoù brezel bras en Normandi pe kaset d’ar Stadoù-Unanet goude ar brezel. Ar re bet lazhet e Breizh a oa bet beziet e “Brittany American Cemetery and Memorial” (Saint-James, 50), dreist-holl. Beredoù brezel alaman a gaver ivez e Lesneven (29), Roazhon (35) ha Pornizhan (44).

ANVIOÙ-STRAED⚓
Reiñ anv un den d’ur straed, d’un hent pe d’ur sal zo un doare da zelc’her soñj anezhañ. Sed aze ar pezh a oa bet graet er Poulgwenn (44) e koun Pierre Marzelière bet lazhet en Alamagn e 1945, goude bezañ bet deportet. A-wechoù e kaver anvioù strolladoù rezistañs (“Chemin du Réseau Var 1944-1994”) e Gwimaeg (29) pe c’hoazh hini ul lestr kaset d’ar strad e-kerzh ar brezel (“Rond-point HMCS Athabaskan”) e Brest (29) da skouer. Anat deoc’h e kaver ingal straedoù war anv ar Jeneral de Gaulle, Leclerc... Kemerit anvioù stag ouzh istor ho kumun kentoc’h.

PLAKENNOÙ EÑVORIÑ⚓
Ouzh tiez zo pe el lec’h ma oa c’hoarvezet an darvoud-mañ-darvoud e c’haller kavout plakennoù eñvoriñ : da skouer, war moger ti ar familh Droniou e Sant-Brieg (22).
MONUMANTOÙ⚓
Monumantoù brasoc’h zo bet savet a-wechoù e koun strolladoù tud : amañ, ar re bet lazhet gant soudarded alaman e Gwinevez e miz Eost 1944, pa ’z aent war-gil war-zu Brest. En traoñ ez eo skrivet e brezhoneg : “Var ar mean hag en hor c’halon da viken.”
DIWAR GLEVET PE SELLET⚓
Ha klevet ho peus un dra bennak pe gwelet ur poltred bennak diwar-benn an Eil Brezel-bed en ho kumun pe en ho familh ? Bez e c’hall bezañ un digarez da gas un enklask da benn ivez.
Kas un enklask da benn⚓
Evit c'hoazh, ne c’haller ket kaout fichennoù marilh ar soudarded o doa kemeret perzh en Eil Brezel-bed enlinenn. Gallout a c’heller kavout niverenn bep soudard o doa graet o c’hoñje etre 1921 ha 1940 war lec’hienn dielloù pep departamant. Met ret eo mont war blas evit gwelet ar fichenn hec’h-unan. Diouzh an titouroù zo merket warni, na c’haller ket gwelet an holl kennebeut. Pelec’h klask neuze ?
Définition : fichenn marilh
Pa veze galvet un den da vont da soudard e veze savet ur fichenn gant an titouroù pennañ diwar e benn (anv-familh, anv, deiziad ganedigezh...) hag ouzhpennet e veze titouroù tamm-ha-tamm : pegoulz ha pelec'h en doa graet e goñje ? Pegoulz e oa bet galvet da vont d'ar brezel ? Petra oa c'hoarvezet gantañ...)
DIWAR-BENN UR SOUDARD⚓
Mémoire des hommes
Militaires français décédés au cours de la Seconde Guerre mondiale
Personnels des Forces Aériennes Françaises Libres
Lec’hiennoù all
Listenn an holl FFL a c’hall bezañ kavet war al lec’hiennoù
DIWAR-BENN UR REZISTANT⚓
Mémoire des hommes
Militaires français décédés au cours de la Seconde Guerre mondiale
Titres, homologations et services pour faits de résistance
Les Médaillés de la Résistance française
Base des fusillés du Mont-Valérien
Forces françaises de l'intérieur (FFI)
Ret eo dibab un departamant resis el listenn evit gwelet anvioù ar strolladoù FFI
Lec’hiennoù all
DIWAR-BENN UN DEN DEPORTET⚓
DIWAR-BENN TUD ALL BET LAZHET⚓
Mémoire des Hommes
DIWAR-BENN UR SOUDARD EUS AR c'h/COMMONWEALTH BET LAZHET⚓
DIWAR-BENN UR SOUDARD AMERIKAN BET LAZHET⚓
LEC'HIENNOÙ ALL⚓
Kirri-nij brezel bet diskaret e Breizh
Association Bretonne du Souvenir Aérien (ABSA 39-45)
Implijidi an hent-houarn e-pad ar brezel
Lec’hioù a vemor en Aodoù-an-Arvor
Comité pour l’Etude de la Résistance Populaire dans les Côtes-d’Armor
Ma kavit lec’hiennoù talvoudus all, kasit keloù deomp.
DIELLOÙ ALL⚓
En ti-kêr e c’hallit goulenn paper mortuaj an den emaoc’h o studial. Diwallit mat : a-wechoù ez eus bet meur a viz etre deiziad marv an den ha deiziad skrivañ ar mortuaj.
Arabat deoc’h disoñjal, n’emaoc’h ket ar re gentañ o furchal. Marteze ez eus lec’hiennoù internet pe levrioù diwar-benn istor an darvoud pe ho kumun. Kit e darempred gant mediaoueg pe kevredigezhioù ho kumun.
Hag ar skeudennoù ? Gallout a rit lakaat skeudennoù da-heul ho fichenn gant ma vezint en domani publik, gant aotreoù “Creative Commons” pe kemeret ganeoc’h. Soñjit lakaat kredadoù pep skeudenn en he c’hichen.
Kemeromp ur skouer resis : Pierre Marzelière (1921-1945)⚓
Sed amañ ur skouer eus an hent heuliet

Diwar an anv-straed-mañ, bet tennet er Poulgwenn (44), e ouzer anv an den (Pierre Marzelière) ; penaos e varvas (“brûlé vif par les nazis”) ha bloavezh e c’hanedigezh hag e varv (1921-1945).
Pa ne ouzer ket hag-eñ e oa bet soudard pe get, rezistant pe get, deportet pe get, e ranker klask resisaat an traoù gant diazoù titouriñ al lec’hienn Mémoire des Hommes.
HA SOUDARD E OA BET ?⚓
Deomp war lec'hienn :
Militaires français décédés au cours de la Seconde Guerre mondiale
Roud ebet
HA REZISTANT E OA BET ?⚓
Deomp war lec'hienn :
Diwar e fichenn rezistant e ouzer e oa bet deportet. Klaskomp.
KLASKOMP WAR LEC'HIENN AR RE ZEPORTET⚓
Deomp war al lec'hienn :
Hag e-barzh al lec'hiennoù all diwar-benn ar re zeportet ?⚓
Roud ebet
Klaskit kompren ar sigloù : “ca” el lignezouriezh a dalv “war-dro” ; “J.O.R.F. ” : Journal Officiel de la République Française.
Souezhus eo : war lec’hienn Mémorial GenWeb ez eus anv eus "Le Livre Mémorial des Déportés de France" de la F.M.D. Tome 2 p 504, hag al levr-se zo bet savet gant ar Fondation pour la mémoire de la Déportation, sañset.
Deomp en-dro war lec'hienn ar Fondation pour la mémoire de la Déportation⚓
Klaskomp e-barzh « rechercher dans une liste de départ ».
Gouzout a ouzomp e oa aet kuit eus Compiègne evit bezañ kaset da gamp Auschwitz Birkenau d’ar 27 a viz Even 1944. Klaskomp el listennoù. Compiègne a oa er « zone occupée ». P. Marzelière a oa bet kaset war-zu kamp-tolp Auschwitz. Un deiziad hon eus ivez (27/04/1944).
Sellomp ouzh an trede listenn⚓
Meneget eo el listenn-se.
KLASKOMP WAR LEC'HIENNOÙ ALL⚓
Klaskomp "Pierre Marzelière" déporté gant ul lusker enklask.
Gwelet ho peus hon eus lakaet an anv-bihan hag an anv-familh etre klochedigoù evit ma vefent gwelet evel un dra resis da glask.
Skrivit !⚓
Bremañ ho peus peadra d'ober evit sevel un destenn diwar e benn. Gallout a rit ouzhpennañ ur pennad « Displegit deomp » evit resisaat an aergelc'h istorel (amañ, ar fed e vefe rezistantet e servijoù ofisiel gouarnamant Vichy da skouer). Ma fell deoc'h implijout poltred an den e vefe gwelloc'h goulenn an aotre digant ar re e-karg eus al lec'hienn.
Kemerit perzh er gartenn « Roudoù an Eil Brezel-bed »⚓
War Gogocarto hon eus savet ar gartenn «Roudoù an Eil Brezel-bed tro-dro deomp ». Gallout a rit sellet ouzh ar roudoù bet kavet gant skolajidi pe liseidi all peotramant sevel fichennoù war ar re ho peus kavet en ho korn-bro.